Pa vez anv eus an dachennad douar eo kustum tud ar velestradurezh c'hall da skrivañ ar ger gant un d bihan; pa vez kaoz eus ar framm politikel e vez implijet un D bras ganto.
Ar bastell-vro velestradurel dindan ar gwir boutin eo an departamant abaoe ar bloaz VIII (1799–1800) hag e chom c'hoazh. Renet eo gant ar prefed-departamant anvet diouzh c'hoant ar gouarnamant, harpet gant isprefeded e penn an isprefetioù.
Meur a servij didolpet eus ar Riez gall a zo aozet e framm an departamant, evel Renerezh departamant an Aveiñ (DDE, e berr), pe Renerezh departamant an aferioù yec'hed ha sokial (DDASS, e berr).
An departamant evel strollegezh lec'hel
Ur strollegezh lec'hel digreizennet eo an departamant ivez.
Dindan renerezh ar C'huzul-departamant emañ. Ar c'huzul-se a vez graet Kuzul-Meur anezhañ ivez, a zo dilennet war-eeun gant mouezhioù an holl zilennerion, evit c'hwec'h vloaz.
En deroù e veze implijet niverennoù diwar an urzh alfabetek (1 da 83) evit bastañ da ezhommoù ar servijoù post. Goude an Impalaeriezh kentañ e oe dilezet ar sistem. E penn kentañ an XXvet kantved e voe adsavet an niverenniñ en ur dennañ kont eus an departamantoù ouzhpennet, met e 1922 e voe ouzhpennet an Territoire-de-Belfort nevez-krouet, dezhañ an niverenn 90.
Pa voe adrannet an Île-deFrance e 1964 e chomas gant Pariz an niverenn 75 ha gant an Yvelines, e-lec'h m'emañ Versailhez, pennlec'h ar Seine-et-Oise, an niverenn 78, hini ar bet-departamant. Ar pemp departamant nevez-krouet a resevas niverennoù diwar o urzh alfabetek ha lakaet e diwezh ar roll (91 betek 95 : Essonne, Hauts-de-Seine, Seine-Saint-Denis, Val-de-Marne, Val-d'Oise).
E 1976 e voe rannet Korsika etre daou evit krouiñ an departamant ar Corse-du-Sud (2A) ha hini Haute-Corse (2B).
Niverennet eo bet an departamantoù tramor eus 971 betek 976 (n'eus ket a zepartamant niverennet 96).
Anavezet mat eo sistem niveradur an departamantoù gant ar C'hallaoued pa vezont dispaket war blakennoù-marilh ar c'hirri-dre-dan hag ar marc'hoù-dre-dan. Aet eo da get an doare-se pa'z eus bet degemeret ur sistem europat e 2009, met chomet eo en un doare arouezel war ar c'hostez, gant arouez ar rannvro. Implijet e vez an niverennadur evit niverennoù ar Surentez sokial, e penn kodoù-post ar c'humunioù (nemet evit Korsika: implijet e vez an 20 evit kumunioù an enezenn a-bezh).
Edo prefeti ar Val-d'Oise da vezañ lakaet e Pontoise pa voe krouet an departamant, nemet kaset e voe d'ar gumun nes, Cergy; bremañ e reont ar ville nouvelle anvet Cergy-Pontoise.
An departamantoù tramor gall a zo douaroù a oa trevadennoù pell diouzh Bro-C'hall, hag a zo bet roet dezho ur statud heñvel ouzh hini departamantoù "european" Bro-C'hall. Bez' ez int, hervez al lezenn, lodoù eus Frañs hag eus Unaniezh Europa, nemet reolennoù europat arbennik zo evito. Pep hini eus an departamantoù-se zo ivez ur rannvro.
Evezhiadennoù all
Evezhiadennoù all a c'haller ober war anvioù ar c'hêrioù a zo pennlec'hioù departamantoù :
Kêrioù gall zo n'eo ket gallek hepken o anvioù ofisiel: kavout a reer anezho digemm a-wechoù e yezhoù all ar vro, evel Bastia e korseg, Pau en okitaneg (nemet distaget disheñvel); kemm bihan a vez alies evel etre Quimper ha Kemper, Strasbourg ha Straßburg en alamaneg (Strossburi en elzaseg), Perpignan ha Perpinyà e katalaneg, Ajaccio hag Aiacciu e korseg; kemm bras a vez a-wechoù all, evel etre Vannes ha Gwened, hag etre Lille ha Rijsel e nederlandeg.
Kêrioù gall zo o deus anvioù all e yezhoù all: Toulouse a zo Tolosa del Llengadoc e katalaneg, Bourdel a zo Burdeos e spagnoleg, Pariz a zo Parigi en italianeg, Marseille zo Marseilles ha Reims zo Rheims e saozneg.