Mab e oa d’ar roue Yann Bohemia (Jan Lucemburský), eus an tiegezh Luksembourg, ha d’e wreg Eliška Přemyslovna, anavezet evel ar rouanez Elesbed Bohemia, eus an tiegezh Přemyslid. Václav e oa anv-badez ar paotrig, diwar anv e dad-kozh, met kemer a reas Charlez (Karl) da anv, pa oa krennard, en enor d’e eontr, ar roue gall Charlez IV. Resev a reas kontelezh Luksembourg en hêrezh, a-berzh e dad, ha dilennet e voe da roue Bohemia e 1347.
Charlez/Karl a reas eus Praha unan eus kêrioù pouezus Europa, a-fet sevenadur. Sevel a reas ur skol-veur, brasaat a reas kêr gant karterioù nevez liammet ouzh ar gêr gozh dre ur pont bras, Pont Charlez, dreist ar Vltava, nevesaat a reas joaiuzoù hag arouezioù rouaned Bohemia (kurunenn, bazh-roue, boull-douar) gant aour ha mein prizius ha gouestlet e voent gantañ da sant Václav (Venceslav) ha lakaet e kastell Karlštejn, savet e-kichen Praha. Eno ivez e tastumas livadurioù gant Mestr Theodorik. Dindan e ren e voe peoc’h e Bohemia e-pad meur a zek vloaz.
Kinnig a reas ur Builh Aour a voe degemeret gant Dael an Impalaeriezh bodet e Nürnberg hag e Metz, e 1355, da lakaat sklaer framm bonreizhel an Impalaeriezh Santel. Talvezout a reas an destenn-se e-pad ouzhpenn pevar c’hantved.
Betek hiziv e seller outañ e Tchekia evel "Tad ar Vro", ha pa ne oa tchek nemet a-berzh e vamm. Drezañ, ha dre eured e dud, e voe staget ar vroad tchek ouzh kornôg Europa. Meur a skrid zo bet savet diwar-benn e vuhez hag an hini kentañ anezho a voe savet gantañ e-unan : er skrid latin-se e felle dezhañ kelenn e ziskennidi war an doare gwellañ da ren ar rouantelezh.